14 Here
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1066 : trec'h eo Gwilherm an Alouber war ar Sakson en Emgann Hastings.
- 1702 : trec'h eo al lu gall war hini an Impalaeriezh santel roman german en Emgann Friedlingen.
- 1806 : trec'h eo Napoleon Iañ war ar Brusianed en Emgann Jena.
- 1809 : sinet eo e Vienna Feur-emglev Schœnbrun etre an Impalaeriezh C'hall Kentañ hag Impalaeriezh Aostria
- 1920 : sinet eo Feur-emglev Tartu etre RSKS Rusia ha republikoù dizalc'h Estonia ha Finland.
- 1947 : treuzet eo Moger ar son evit ar wech kentañ gant an nijer amerikan Chuck Yeager e California.
- 1964 :
- deroet eo Priz Nobel ar Peoc'h da vMartin Luther King, Jr..
- roet lamm da Nikita C'hrouchtchov.
- 1976 : peñse an eoullestr Boehlen da vaez da Enez-Sun, lanv du da heul.
- 1994 : deroet eo Priz Nobel ar Peoc'h da Yasser Arafat, Shimon Peres ha Yitzhak Rabin.
- 2006 : trec'het eo bet Veselin Topalov gant Vladimir Kramnik er match aozet gant ar FIDE (Kevre Bedel An Echedoù) evit adunaniñ ar c'hampionad bedel.
Sportoù
- 1968 : ar 100 metrad redet dindan dek eilenn (9″95) evit ar wech kentañ gant an atleter amerikan Jim Hines e Mec'hiko.
- 2012 : lamm donañ bet kaset da benn gant an Aostrian Felix Baumgartner (39 068 m) eus ar stratosferenn.
Ganedigezhioù
- 1633 : Jakez II (Bro-Saoz) (anvet Jakez VII Bro-Skos ivez), roue Bro-Saoz ha Skos († 16 a viz Gwengolo 1701 e Saint-Germain-en-Laye).
- 1741 : Yves-Marie Audrein, eskob touer ha kannad († (muntret gant ar Chouaned) 19 a viz Du 1800 e Brieg).
- 1784 : Fernando VII (Spagn) († 29 a viz Gwengolo 1833 e Madrid).
- 1882 : Éamon de Valera, trede prezidant Republik Iwerzhon († 29 a viz Eost 1975 e Dulenn).
- 1890 : Dwight D. Eisenhower, 34vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika († 28 a viz Meurzh 1969 e Washington D.C.).
- 1906 : Hannah Arendt, prederourez alaman († 4 a viz Kerzu 1975 e New York).
- 1927 : Sir Roger Moore, aktour breizhveuriat.
- 1930 : Mobutu Sese Seko, eil prezidant Republik Demokratel Kongo († 7 a viz Gwengolo 1997 e Rabat, e Maroko).
- 1962 : Jaan Ehlvest, mestrc'hoarier echedoù estonian.
Marvioù
- 1066 : Harold II (Bro-Saoz), diwezhañ roue sakson Bro-Saoz (° e-tro 1022 e Wessex).
- 1782 : Augustin-Marie Poullain-Duparc, gwiraour arbennikaet war ar Gwir breizhek (° 7 a viz Gwengolo 1703 e Roazhon).
- 1944 : Erwin Rommel, marichal alaman e-pad an Eil Brezel-bed (° 15 a viz Du 1891 e Heidenheim an der Brenz).
- 1959 : Errol Flynn, aktour aostralian-amerikan (° 20 a viz Mezheven 1909 e Hobart).
- 1977 : Bing Crosby, aktour ha kanour amerikan (° 3 a viz Mae 1903 e Tacoma).
- 1980 : Louis Guilloux, skrivagner breizhat (° 15 a viz Genver 1899 e Sant-Brieg).
Lidoù
Sant an deiz : Santez Enora