Mont d’an endalc’had

Banniel Danmark

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Banniel Danmark
Banniel Danmark
Kenfeurioù: 28:37
Kod bannielouriezh
Anv (pe lesanv): Dannebrog
Degemeret e 1625 (ent-ofisiel)
Livioù
  • ██ ruz 186C
  • ██ gwenn (liv)
  • Banniel Danmark, lesanvet Dannebrog, zo ruz gant ur groaz wenn ; div vrec'h ar groaz n'emaint ket e-kreiz met tostoc'h d'an tu diabarzh, ma vez staget ar banniel. Ur groaz evel-se a gaver ivez war bannieloù ar stadoù all zo e Skandinavia (Sveden, Norvegia, Finland hag Island) ha war bannieloù broioù bihanoc'h (Inizi Faero, Inizi Åland...). En amzer ma oa unanet Danmark ha Norvegia (1536 – 1814) e veze implijet an Dannebrog e Norvegia ivez. N'eo nemet e 1821 e voe degemeret ent-ofisiel banniel Norvegia.

    Banniel Danmark eo ar c'hoshañ banniel er bed zo implijet c'hoazh evit ur stad[1]. Ar roudoù koshañ anezhañ a gaver er XIVvet kantved. A-raok an amzer-se e veze implijet ur banniel warnañ skeudenn ur vran e Danmark, evel e broioù all Skandinavia.

    Orin ar banniel

    Hervez ur vojenn hollanavezet e Danmark, e vije kouezhet ar banniel-se eus an oabl e-pad Emgann Lyndanisse, anavezet ivez evel Emgann Valdemar. Eno e oa soudarded Danmark, renet gant o roue Valdemar II, oc'h en em gannañ a-enep tud ar vro, e-kichen Lyndanisse (Tallinn) en Estonia, d'ar 15 a viz Mezheven 1219. Kouezhet e vije ar banniel eus an neñv e-touez tud Danmark ha trec'h e vijent bet war o enebourien goude-se abalamour da se.

    N'eus prouenn ebet eus kement-se avat hag ar skridoù kentañ diwar-benn ar vojenn-se a voe skrivet ouzhpenn 300 vloaz goude an emgann.

    Sur a-walc'h e oa ar banniel-se un arouez kristen, evel ma veze implijet stank en amzerioù-se, dreist-holl e-pad Brezelioù ar Groaz.

    Bannieloù all

    Splitflag - Banniel stad.

    Kenfeur: 56:107

    Orlogsflag - Banniel ar morlu.

    Kenfeur: 7:17

    Kongeflaget - Banniel ar roue

    (gant ardamezioù ar vro e-kreiz).

    Liammoù diavaez


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Notennoù

    1. Bannieloù Bro-Skos ha Katalonia zo koshoc'h war a seblant, met n'eo ket anavezet an div vro-se da stadoù dizalc'h evit ar mare.