Mont d’an endalc’had

Kassel (Alamagn)

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Kassel, an Ti-orañjez

Kassel (a-raok 1926 e veze skrivet Cassel) zo ur gêr eus Alamagn, e stad Hessen, annezet gant 200 000 den. An trede kêr vrasañ eo e Hessen. Emañ war ribl ar stêr Fulda.

Kreizenn armerzhel ha sevenadurel hanternoz Hessen eo. Bep pemp bloaz e vez aozet e Kassel un diskouezadeg arz a vremañ anvet "documenta".

Istor

Eus ar bloavezh 913 eo ar menegoù koshañ eus Kassel er skridoù. En XIIIvet kantved e teuas da vezañ kêr-benn konted Hessen. Etre 1567 ha 1807 hag etre 1813 ha 1866 e oa kêr-benn Hessen-Kassel, hag etre 1807 ha 1813 e oa kêr-benn Rouantelezh Westfalen.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.