Mont d’an endalc’had

Republik Kevreadel Alamagn (1949-1990)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Alamagn ar C'hornôg)
An div Alamagn etre 1949 ha 1990. Er c'hornaoueg (glas) emañ ar Republik Kevreadel hag er reter (ruz) ar Republik Demokratel. Saarland (mouk) ne zeuy da vezañ lodek en RKD nemet d’ar 1añ a viz Genver 1957. Berlin ar C'hornaoueg (gwer) a oa er fedoù ul lodenn eus BRD.

Republik Kevreadel Alamagn (Bundesrepublik Deutschland berraet e RKA, BRD) eo an anv ofisiel a oa etre 1949 ha 1990 gant al lodenn eus Alamagn a oa bet savet gant an teir rann a oa e dalc’h ar Stadoù-Unanet, ar Rouantelezh-Unanet hag ar Frañs. Ar rann diwezhañ, a oa e dalc'h an Unaniezh Soviedel, a yeas d'ober Republik Demokratel Alamagn (RDA/DDR). Er yezh pemdez e veze graet dre vras gant Alamagn ar C'hornaoueg/C'hornôg (Westdeutschland en alamaneg) evit ober anv anezhi. D’an 3 a viz Here 1990 e voe adunanet ar vro, war ziazez ar Republik Kevreadel. Bonn e oa ar gêr-benn.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.