Mont d’an endalc’had

Robert A. Heinlein

Eus Wikipedia
Stumm eus an 14 Her 2023 da 19:41 gant 2a01:cb08:8919:a500:1535:36bf:1585:3e18 (kaozeal) (commonscat)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Robert Heinlein
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRobert Anson Heinlein Kemmañ
Anv ganedigezhRobert Anson Heinlein Kemmañ
Anv-bihanRobert, Anson Kemmañ
Anv-familhHeinlein Kemmañ
LesanvAnson MacDonald, Lyle Monroe, John Riverside, Caleb Saunders, Simon York Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Gou 1907 Kemmañ
Lec'h ganedigezhButler Kemmañ
Deiziad ar marv8 Mae 1988 Kemmañ
Lec'h ar marvCarmel-by-the-Sea Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvheart failure Kemmañ
PriedVirginia Heinlein Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherskrivagner, senarioour(ez), skridvarnour, naval officer Kemmañ
Tachenn labourlennegezh Kemmañ
Bet war ar studi eUnited States Naval Academy Kemmañ
Lec'h annezColorado Springs, Santa Cruz Kemmañ
Deroù ar prantad labour1939 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour8 Mae 1988 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Demokratel Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
List of worksRobert A. Heinlein bibliography Kemmañ
Tachennskiant-faltazi, faltazi, Skiant-faltazi milourel, Lennegezh krennarded Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadCentraal Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Robert Anson Heinlein (7 a viz Gouere 19078 a viz Mae 1988), lesanvet The dean of science fiction writers ("Dean ar skrivagnerien skiant-faltazi") a oa ur skrivagner skiant-faltazi stadunanat.

Skrivagner ha stourmer, e doare selloù war an nukleel, mab-den en egor hag ar brezel a save tabut bras. Adal e skridoù ez eus bet degaset ijinadennoù teknikel (rakwelet en devoa ar pellgomzioù hezoug, ar gweleoù-dour).

Degaset en deus ivez gerioù nevez evel Marines an egor (Saozneg: Space Marines) pe TANSTAAFL (Saozneg: There ain't no such thing as a free lunch; Brezhoneg: N'eus netra evel ur pred digoust, ar pezh a dalvez "pep tra, memes roet, a dalvez un dra bennak").

Buhez Heinlein

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Robert Anson Heinlein d'ar 7 a viz Gouere 1907 e Butler, Missouri. An tad Rex Ivar Heinlein a zo konter, ar vamm a zo Bam Lyle (un anv familh eus Bro-Skos) Heinlein, 7 bugel a zo er familh Robert o vezañ an trede hini.

Ur familh kredour strizh ez eo an hini Heinlein, un hengoun a zo o welet unan eus ar familh o stourm en holl brezelioù o welet engouestlet Amerika adal Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (1775-1783). Ur familh broadelour ha kredour don, an aozour a vezo awenet a galz gant an elfennoù-se en e oberennoù.

Plas ar merc'hed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar feministed n'eo ket aes gouzout pelec'h plantañ Robert Heinlein:

  • War un tu e vez kavet e-leiz a verc'hed en e oberennoù gant renkoù uhel er gevredigezh pe el lu lakaet da dalvezout evel ken ampart paneveken ampartoc'h evit ar baotred. En Expanded Universe e vez taolennet ur gevredigezh gant an holl alvokadoù ha politikourien o vezañ maouezed nemetken. Ar merc'hed taolennet en e oberennoù o kaout kargoù a zo maouezed gant nerzh spered ha kalon.
  • War un tu all e vez selloù drouk war ar merc'hed evel en Stranger in a Strange Land, Jill ur benndudenn eus an oberenn a ziskler "nine times out of ten, if a girl gets raped it's partly her fault" (Brezhoneg: Nav wech diwar zek, ma vez gwallet ur vaouez ez eo dre he fazi evit ul lod").

Plas al lu er gevredigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Robert Heinlein a oa sot gant ar bed milourel, betek rakwelet brezelioù dibaouez ha drastus en egor ur wech ma vezo tizhet hag anneziet gant mab-den. El levr Starship Troopers ec'h adkemer doare selloù Sparta an henamzer. Evit bezañ keodedour gant gwirioù leun e vez ret da vont etrezek al lu n'eus ket hent all ebet.

Da geñver plas an armoù distruj ramzel evel an armoù nukleel e oa anat da Robert Heinlein e oa ar gwir d'o implij e-tal un enebour.

E Starship Troopers, pe e Space Cadet, e vez taolennet ur gouarnamant soudard bedel lakaet e plas war ar blanedenn a-bez evit talañ ouzh ar brezelioù dibaouez war an Douar ha dreist-holl ar riskloù nukleel. An holl galloudoù a zo e dalc'h un nebeud soudarded a renk uhel.

Romantoù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Rocket Ship Galileo, 1947
  • Beyond This Horizon, 1948 (embannet e stumm un heuliad tammoù e 1942, gant al lesanv aozour Anson MacDonald)
  • Space Cadet, 1948
  • Red Planet, 1949
  • Sixth Column, 1949 (embannet e stumm un heuliad tammoù e 1942, gant al lesanv aozour Anson MacDonald) (Anavezet ivez evel: The Day After Tomorrow)
  • Farmer in the Sky, 1950 (embannet e stumm un heuliad tammoù berraet et gazetenn Boys' Life magazine gant an anv "Satellite Scout") (priz Retro Hugo Award, 1951)
  • Between Planets, 1951 *
  • The Puppet Masters, 1951 (adembannet goude marv an aozour stumm hiraet, 1990)
  • The Rolling Stones, 1952 (anavezet ivez evel: Space Family Stone)
  • Starman Jones, 1953
  • The Star Beast, 1954
  • Tunnel in the Sky, 1955
  • Double Star, 1956, priz Hugo Award 1956
  • Time for the Stars, 1956
  • Citizen of the Galaxy, 1957
  • The Door into Summer, 1957
  • Have Space Suit—Will Travel, 1958, lakaet war ar renk evit ar priz Hugo Award e 1959
  • Methuselah's Children, 1958 (Stumm kentañ un heuliad tammoù e 1941)
  • Starship Troopers, 1959, priz Hugo Award e 1960

Romantoù kreiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Stranger in a Strange Land, 1961—priz Hugo Award 1962, (adembannet gant ar stumm kentañ hiraet e 1991)
  • Podkayne of Mars, 1963
  • Orphans of the Sky, 1963 (stumm echuet d'a romant savet gant an danevelloù "Universe" ha "Common Sense", embannet da zigentañ an daou er bloavezh 1941)
  • Glory Road, 1963, lakaet war ar renk evit ar priz Hugo Award e 1964
  • Farnham's Freehold, 1964
  • The Moon Is a Harsh Mistress, 1966, priz Hugo Award 1967
  • I Will Fear No Evil, 1970
  • Time Enough for Love, 1973, lakaet war ar renk d'ar priz Nebula Award e 1973; lakaet war ar renk evit ar prizioù Hugo ha Locus e 1974

Romantoù diwezhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • The Number of the Beast, 1980
  • Friday, 1982, lakaet war ar renk evit ar prizioù Hugo ha Nebula ha Locus e 1983
  • Job: A Comedy of Justice, 1984, lakaet war ar renk evit ar priz Nebula e 1984; priz Locus Fantasy gouenezet, lakaet war ar renk evit ar priz Hugo e 1985
  • The Cat Who Walks Through Walls, 1985
  • To Sail Beyond the Sunset, 1987

Adkemer er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stirad skinwel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù karr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.