Amished
Amished | |
Bugale amish o vont d'ar skol (2006) | |
Poblañsouriezh | 300 000 (Old Order Amish, 2015) |
Diazezer | Jakob Ammann (c. 1656–1730) |
Lec'hiadurioù pennañ |
Stadoù-Unanet |
Relijion | Advadezouriezh |
Skritur santel | Ar Bibl |
Yezhoù | Alamaneg Pennsylvania Alamaneg Bern Alamaneg Elzas Uhelalemaneg amish Saozneg |
An Amished a zo ur strollad kumuniezhioù kristen advadezour hengounelour, liammet ouzh an ilizoù mennonat met distag diouto. Brudet eo an Amished evit o doare eeun da vevañ, o dilhad diglink ha o diegi d'ober gant kalz eus teknologiezhioù ar bed a-vremañ.
Istor an Iliz amish a grogas e Suis gant ur skism en ur strollad advadezourien elzasat ha suis renet gant Jakob Ammann e 1693. Amish e voe lesanvet heulierien Ammann.
E penn-kentañ an XVIIIvet kantved e tivroas kalz Amished mennoat trema Pennsylvania evit meur a abeg.
Ar re hengounelourañ eus o diskennidi a gomz bepred Pennsylvania Dutch, "alamaneg Pennsylvania", petra bennak ma vez komzet ivez ur stumm alamaneg a Vro-Suis gant izili eus an Old Order Amish Mennonite Church (OOAMC) en Adams County en Indiana[1].
E 2012 e oa ouzhpenn 180 000 ezel gour eus an OOAMC dasparzhet e 22 Stad eus Stadoù-Unanet (45 000 en Ohio hepken), ha 1 500 e mervent Ontario e Kanada[2]. E 2008, ur studiadenn a zamvenege e oa kresket o niver da 227 000[3], hag unan all e 2010 a zamvenege e oa kresket eus 10% e-kerzh an daou vloavezh evit tizhout 249 000, gant staliadurioù muioc'h-mui war-du ar c'hornôg[4].
P'emañ ar feur-genel re izel evit mirout stabil niver an dud e-touez an Amerikaned dre vras abaoe ar bloavezhioù 1970, e kendalc'h an darn vrasañ eus an Amished da c'henel 6–7 bugel dre familh a-drugarez da wellaennoù e-keñver yec'hed ar mammoù hag ar vugale nevez c'hanet en XXvet kantved. Etre 1992 ha 2013 e kreskas niver an Amished eus 120%[5], pa greske niver an annezidi er Stadoù-Unanet eus 23% hepken.
Dre ar vadeziant e teuer da vezañ ezel eus an Iliz amish, d'un oad etre 16 vloaz ha 25 bloaz peurliesañ. Un dra ret eo evit gellout dimeziñ en Iliz amish. Ur wech badezet n'hell den dimeziñ en diavaez. E pep kumuniezh e kaver etre 20 ha 40 tiegezh, dalc'het e vez ul lid bep Sul e ti un ezel. Renet eo ar gumuniezh gant un eskob, skoazellet gant ministred ha diagoned. Dleout a ra pep ezel sentiñ ouzh reolennoù an Iliz, an Ordnung, a bled gant tost pep degouezh eus ar vuhez pemdez, a verz implij an tredan, ar pellgomz hag ar c'hirri-tan peurgetket, hag a reoilh an doareoù d'en em wiskañ.
An darn vrasañ eus an Amished ne brenont kretadur ebet, ha n'int ket gwarezet gant Surentez Sokial ar Stadoù-Unanet. Evel an Advadezourien ne respontont ket d'an tagadennoù ha ne reont servij soudard ebet.
Priziañ a ra an Amished ar vuhez war ar maez, al labour dorn hag an uvelded, o ren o buhez hervez ar pezh a soñjont bezañ komzoù Doue.
Eskumunuget e vez an izili na reont ket ar pezh a c'houlenn ar gumuniezh diganto ha na vezont ket kendrec'het da geuziñ. Ouzhpenn bezañ eskumunuget e c'hell bezañ goulennet digant holl izili ar gumuniezh nac'hañ kaout darempred ebet ganto (shunning e saozneg, meidung en alamaneg)[6] evit ober mezh dezho hag o broudañ da zistreiñ d'an Iliz. Tost da 90% eus ar grennarded amish a c'houlenn bezañ badezet ha degemeret en Iliz.[6] E-kerzh ar c'hrennoad (rumspringa "kantren"), e lod kumuniezhioù e vez asantet da emzalc'hioù o dije laket un oadour badezet da vezañ kastizet. Klask a ra ar strolladoù amish chom hep meskañ betek re gant ar bed nann-amish, da lavaret eo ar gevredigezh amerikan pe ganadian. Pouez bras a roont d'al liammoù iliz ha familh peurliesañ. O skolioù dezho o deus, ha paouez a reont gant ar skoliata "klasel" goude an eizhvet live, da 13 pe 14 vloaz.[6] Adalek an oad a 16 vloaz e pak ar re yaouank ur varregezh gant harp o zud, ar gumuniezh hag ar mestr-skol.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Luskad an Amished vennoat a zeu eus kumuniezh ar Vreudeur Suis, bet krouet e 1525 dre ur skism el luskad advadezour, pa bellaas Felix Manz (c. 1498–1527) ha Conrad Grebel (c. 1498–1526) diouzh Huldrych Zwingli. Advadezourien e oa ar Vreudeur Suis neuze, ha gwelet e vezont alies evel perzhidi e lodenn grenn an Disivoud protestant. Kement hag "unan a vadez en-dro" e talvez "advadezour" (anabaptist e saozneg) — un dave d'ar re a oa bet badezet pa oant babiged hag a droas goude wardu ur "vadeziant a greder" hag a c'houlennas bezañ badezet en-dro en o oad gour.
Diwar Jakob Ammann (c. 1656–1730), ul levier mennonat suis, eo deveret an anv Amish.
Krediñ a rae da Ammann e oa advadezourien beoc'hgarour an Izelvroioù hag Alamagn o pellaat diouzh kelennadurezh Menno Simons ha Disklêriadur a Feiz Dordrecht e 1632. Ali e oa Ammann gant ur genurzh kreñvoc'h en Iliz gant implij strishoc'h an doare da lakaat a-gostez an izili eskumunuget (shunning) peurgetket.
Gwallgaset oa bet advadezourien Suis ha strewet en oant en Elzas ha war douaroù Pfalz. Biskoazh n'o doa implijet doare strizh an eskumunugenn (meidung) evel ma rae lod advadezourien en Izelvroioù. Pouezañ a rae Ammann war an doare-se betek gortoz ma nac'hfe priedoù debriñ an eil gant egile ha betek ma tiskouezfe keuz an hini bet eskumunuget. An doare strizh-se da sentiñ ouzh ar reolennoù war an dachenn-se kenkoulz ha war re all a zegasas disrann e-touez mennonidi Su Alamagn, Suis hag Elzas e 1693, hag a lakaas heulierien Ammann da guitaat.
Adalek ar prantad-se e kreskas daou skourr kenstur e metoù advadezourien Suis. Ar re a yeas da-heul a voe anavezet dindan an anv Amished pe mennonidi amish. Ar re all a voe diazez Kevre Mennonidi Suis. O hêrezh boutin a ra e chom kalz heñvelderioù etre Amished ha mennoidi. Ar re a guita ar skourr amish a zo techet da vont war-du kumuniezhioù mennoat strizh.
E-kerzh an XVIIIvet kantved e krogas mennoidi amish da zivroañ war-du Pennsylvania, ul lodenn eus un divroadeg ledanoc'h eus Pfalz hag an trowardroioù. E-touez abegoù an degouezh-se e oa ar brezelioù relijiel, ar baourentez hag an heskinerezh relijiel. An enbroidi amish kentañ a reas o annez e kontelezh Berks e Pennsylvania. Dilojañ a rejont diwezhatoc'h abalamour da gudennoù a-zivout an douar ha diwar aon evit o surentez liammet ouzh ar brezel ouzh ar C'hallaoued hag an Indianed. Kalz a reas goude o annez e kontelezh Lancaster e Pennsylvania. Strolladoù a yeas diwezhatoc'h da Alabama, Delaware, Illinois, Indiana, Iowa, Kansas, Kentucky, Michigan, Minnesota, Mississippi, Missouri, Montana, Nebraska, Stad New York, Ohio, Maryland, Tennessee, Wisconsin, Maine hag Ontario.
Ar c'humuniezhioù amish chomet en Europa a gemmeskas tamm-ha-tamm gant ar vennonidi. Ar gumuniezh diwezhañ o kendeuziñ a voe Amished Ixheim, a gendeuzias gant an Iliz mennonat nesañ e 1937. Un toullad eus ar c'humuniezhioù mennonat, kalz en Elzas peurgetket, a ziskenn war-eeun eus kumuniezhioù amish kent.
An darn vrasañ eus ar c'humuniezhioù staliet e Norzhamerika a zilezas tamm-ha-tamm o identelezh amish. Er bloavezhioù 1860 e c'hoarvezas an disrann diazez vrasañ deuet diwar ar c'holl identelezh-se. E-kerzh an dekvloaziad-se e voe bodet Senedoù Ministred (Dienerversammlungen) e kontelezh Wayne en Ohio evit divizout penaos e c'hellje an Amished ober gant gwask ar gevredigezh vodern. Ur mennozh araokour e oa ar bodadegoù-se e gwirionez. Un dra nevez en Iliz amish e voe gwelet an eskibien oc'h en em vodañ evit divizout traoù mat evit an holl gumuniezhioù.
Goude an emvodoù kentañ e tivizas an eskibien mirourañ chom hep kemer perzh ken. Al lodenn araokour, anezhi un div drederenn bennak eus ar c'humuniezhioù, a gemeras an anv Amished mennonat. Kalz eus ar c'humuniezhioù-se a kendeuzas goude gant an Iliz vennoat (Mennonite Church) pe strolladoù mennonat all, dreist-holl e penn-kentañ an XXvet kantved. Old Order Amish "Urzh Kozh Amish" a voe graet eus ar re a oa chomet tostañ d'an hengoun.
Buhez relijiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou veizad a sikour da gompren sell an Amished war ar relijion : argas a reont an Hochmut (al lorc'h, ar rogentez) ha reiñ a reont un dalvoudegezh uhel-kenañ d'an Demut (an uvelded) ha d'ar Gelassenheit (an habaskted, ar mestroniañ e emzalc'h, ar sioulder), troet alies gant "sujidigezh" pe "lezel ober".
Gelassenheit a vefe komprenet gwelloc'h marteze evel an diegi d'en em lakaat en a-raok, da glask tapout brud, d'en em ziskouez. Fellout a ra d'an Amished plegañ da "Youl Jezuz". En ober a reont dre reolennoù o c'hevredigezh, a zo kontrol d'an hiniennelegezh ken pouezus evit ar sevenadur amerikan. Dre ma'z int enep-hiniennelour e vezont douget da argas an teknologiezhioù a skañva al labour dre zieubiñ an den eus an ezhomm eus sikour ar gumuniezh.
Nevezadurioù evel an tredan a c'hell degas d'an den ar c'hoant da gaout madoù a ziskouez e stad er gevredigezh, al luc'hskeudennoù a c'hell magañ al lorc'h, et caetera.
An Amished e Norzhamerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disrannoù a voe e-kerzh ar bloavezhioù, evit abegoù doktrinel peurliesañ. An Old Order eo ar strollad brasañ er Stadoù-Unanet. Kuitaet o doa an Amished all er bloavezhioù 1860 evit chom tostoc'h d'an doareoù hengounel. Lod gouizieien zo a wel an New Order Amish evel ur rann eus an Old Order Amish, daoust d'o anv.
E 2010, un nebeud strolladoù relijiel a gemmas an doare da gontañ o izili evit klotañ gwelloc'h gant doareoù izili an Association of Statisticians of American Religious Bodies (ASARB) ; an Amished peurgetket a sevenas ar c'hemm-se. Mar konter an holl rummadoù Amished – ha n'eo ket izili an Old Order Amish hepken – e oa war-dro 241 000 Amish e 28 Stad e e 2010[7].
Eizh rummad pennañ a gaver e The Old Order Amish :[8]
- Kumuniezhioù a gaver e 27 Stad eus SUA hag en Ontario (Kanada). En Ohio emañ ar stollad brasañ, 55 000 ezel enni ; e Pennsylvania emañ an eil brasañ (51 000), heuliet gant Indiana (38 000)[9].
- Ar strolladoù brasañ o deus graet o annez e kontelezh Holmes e biz Ohio, e kontelezh Lancaster e gevred Pennsylvania hag e kontelezhioù Kontelezh Elkhart ha Kontelezh Lagrange e biz Indiana.
- E kornôg Mississippi e kaver ar brasañ strollad, e Missouri hag un toullad annezadennoù e reter Iowa hag e mervent Minnesota[11].
- E-kichen Kalona ha Bloomfield emañ an annezadennoù brasañ en Iowa[12].
- Un annezadenn vras all 10 000 ezel eus an Old Order Amish enni zo e kornôg kreiz Wisconsin[13].
Abalamour da gresk herr niver an dud er c'humuniezhioù amish e tleont krouiñ annezadennoù all evit kaout douar-labour. Abegoù all a c'heller kavout evit an annezadennoù nevez : mont da lec'hioù un tamm distro evit gellout labourat ha bevañ hervez o doareoù, mirout darempredoù gant o familhoù pe strolladoù amish all, kavout un diskoulm da zizemglevioù diabarzh.
Strolladoù Para-Amish
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez eus un nebeud strolladoù, anvet Para-Amish gant an istorour amerikan George Calvin Waldrep ha tud all, hag o deus kalz a voazioù boutin gant an Amished (implijout kezeg evit mont ha dont, dilhad eeun, komz alamaneg). Amish eo o orin, hogen n'en em glevont ket gant ar strolladoù all abalamour da zibaboù doueoniel pe da reolennoù bevañ n'int ket degemeret gant ar skourr brasañ. Kumuniezh Bergholz a zo unan anezho.
Emezelañ en Iliz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bihan eo niver an diavaezourien a zo deuet da vezañ Amish. Abaoe 1950, 75 a dud hepken a emezelas hag a chomas Amished.[14] Abaoe 1990, un 20 bennak a dud a orin mennoat Rusian a yeas gant an Amished en Aylmer en Ontario.[14]
Daou strollad kristen en o fezh zo deuet da vezañ amish : an Iliz e Smyrna, Maine, unan eus ar pemp Christian Communities of Elmo Stoll "Kumuniezh Kristen Elmo Stoll" a oa bet diazezet goude marv Elmo Stoll (1944-1998), anezhañ unan eus eskibien an Old Order Amish.[15],[16] hag an Iliz e Manton, Michigan, a oa ezel eus ur gumuniezh bet krouet gant Harry Wanner (1935–2012), ur pastor deuet eus ar Stauffer Old Order Mennonite.[15] An div Iliz-se a oa ezel eus Ilizoù Michigan, a zo brudet evit bezañ digoroc'h d'an dud c'hounezet eget ar strolladoù all.
Kalz tud o deus tañvaet doareoù bevañ an Amished evit meur a abeg e-pad sizhunvezhioù, mizvezhioù pe vloavezhioù hep divizout emezelañ a-benn ar fin.[14]
Strolladoù damheñvel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus ket Amished eus ar strolladoù Old Order Mennonite, Russian Mennonites, 'Hutterites, Old German Baptist Brethren, Old Order German Baptist Brethren hag Old Brethren German Baptists. Deuet int holl eus Europa, met gant doareoù alamaneg liesseurt ha hengounioù sevenadurel ha relijiel disheñvel[17] Da skouer : a-stroll e vev an Hutterited[18] ha peurliesañ e tegemeront an teknologiezhioù[19] ; ken heñvel eo doareoù an Noah Hoover Mennonites ouzh re an Amished (dilhad, barvioù, kezeg ha buggy, diegi ouzh an teknologiezhioù a-vremañ, alamaneg Pennsylvania) ma vezont gwelet evel Amished alies[20],[21].
Al luskad Quaker en deus doareoù bevañ heñvel ouzh re an Amished e meur a geñver, met n'eus liamm ebet ganto. Gant an anabaptisted e voe levezonet ar Vignoned kentañ, ha levezonet o deus d'o zro an Amished da vare an trevadennoù saoz e Pennsylvania. An darn vrasañ anezho ne zougont ket o dilhad hengounel ken.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An darn vrasañ eus Amished Pennsylvania a gomz Pennsylvania Dutch, alamaneg Pennsylvania, hag a ra English eus ar re n'int ket Amished, forzh piv e vefent.
Ul lod eus an Amished a zeuas d'ar Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1850 a gomze yezhoù alemanek izel evel hini Bern (Suis) pe hini Elzas. Hervez un imbourc'her, tost holl Amished Pennsylvania a oar saozneg ha dutch met da bep yezh he zachenn. Alamaneg Pennsylvania a vez implijet e diabarzh ar gumuniezh, e-kerzh ar predoù hag el lidoù relijiel da skouer. E saozneg peurliesañ e vez lennet ha skrivet. Saozneg eo yezh ar skolioù, hini ar c'henwerzh ha, dre vras, hini an holl zarempredoù gant an dud n'int ket Amished. En alamaneg skoueriek e vez lennet ar pedennoù ha kanet ar c'hantikoù kanet ; Hochdeitsch "alamaneg uhel" eo anv an alamaneg skoueriek en alamaneg Pennsylvania.
Ur sikour kreñv evit an identelezh amish eo implij an teir yezh e degouezhioù disheñvel.[22]
Daoust d'ar saozneg bezañ implijet muioc'h-mui, alamaneg Pennsylvania zo unan eus an nebeud yezhoù bihanniverel eus ar Stadoù-Unanet n'eo na lakaet en arvar na kreñvaet gant an enbroidi nevez.[22]
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A orin alaman pe Suis eo ar brasañ niver eus Amished ar Stadoù-Unanet[23]. Ar ger "Amish" a implijont peurliesañ evit komz eus izili o strollad relijiel, ha n'eo ket a-zivout un orin kenelel. Evel Amished e vez kontet an dud a zibab dont da vezañ izili eus an Iliz hag ar vugale ganet e familhoù amish met re yaouank evit bezañ izili. En un toullad Ilizoù mennoat ez eus un niver bras a izili a oa a-raok izili eus strolladoù amish. Daoust ma voe niverusoc'h an Amished a zeuas d'ar Stadoù-Unanet en XIXvet kantved eget en XVIIIvet, an darn vrasañ eus an Amished a-vremañ zo diskennidi eus enbroidi an XVIIIvet kantved a vire startoc'h d'o hengounioù.
Doareoù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An ordnung "an urzh" eo a reoilh doareoù bevañ an Amished[6] ; disheñvel un tamm e c'hell bezañ eus ur gumuniezh d'eben hag, en ur gumuniezh, eus ur bastell-vro d'eben. Traoù a vez degemeret en ur gumuniezh na vezont ket en unan all.
Genel bugale, o desevel, kaout darempredoù gant kerent hag amezeien eo kargoù pouezusañ un tiegezh amish. Evit an holl Amished ez eo familhoù niverus ur bennozh a-berzh Doue.
Keginerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo keginerezh an Amished evit e eeunded hag e berzhioù mat hengounel. Pouezus eo ar boued e buhez kevredigezhel an Amished. Ur bern degouezhioù a ro tro da aozañ predoù[24],[25],[26]. Kalz boued amish a vez gwerzhet war ar marc'hadoù : tartezennoù, boued-mir, bara a bep seurt, boued miret er gwinêgr, dibennoù-pred ha boestadoù-mir peurgetket. Kalz kumuniezhioù amish o deus digoret pretioù evit ar weladennerien.
Yec'hed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tizhet e vez an Amished gant un toullad kleñvedoù pe gudennoù yec'hed, muioc'h eget en dud all. Dibar eo ingaladur ar rummadoù gwad en o metoù. War an dachenn c'henetek ez eo serret ar c'humuniezhioù warno o-unan. Peogwir e tiskenn kazi an holl Amished eus un 200 bennak a enbroidi an XVIIIvet kantved ez eus en o zouez kalz kudennoù genetek abalamour d'ar genwadelezh, er c'humuniezhioù distro dresit-holl.
Ral eo lod dizurzhioù yec'hed, met grevus a-walc'h evit kreskiñ feur-mervel ar vugale amish. Anavezout a ra an Amished perzhioù mat an ezpriediñ met dimeziñ a reont etrezo evit abegoù relijiel[27]. An darn vrasañ anezho a asant d'an traoù evel Gottes Wille "youl Doue"; nac'hañ a reont ar prouadoù genetek a-raok eurediñ hag an enklaskoù evit gouzout ha tizhet ez eus un danvez krouadur. Koulskoude e fell dezho kemer perzh e studiadennoù a-zivout ar c'hleñvedoù genetek. Istor o familhoù niverus a zegas danvez a-bouez d'an imbourc'herien war gleñvedoù evel hini Alzheimer pe hini Parkinson.
Mard eo techet an Amished d'ar c'hleñvedoù genetek, un toullad imbourc'herien o deus kavet ez eo o doare eeun ha kempouez da vevañ un abeg evit bezañ yac'hoc'h. Izeloc'h eo feur ar c'hrign-bev e-touez Amished Ohio eget e-touez an holl oadourien er Stad : 72% eus feur an dud all evit ar c'hrign-bev dre vras, ha 37% evit ar c'hrign-bev degaset gant ar butun. Gwarezet int diouzh meur a stumm krign-bev dre o genennoù marteze, ha dre o doare bevañ. Talvezout a ra evit krign-bev ar c'hroc'hen zoken, daoust dezho labourat er-maez ha dindan an heol. O boaz da gaout dilhad gant milginoù hir ha togoù ledan a warez anezho[28].
Ober war-dro ar c'hudennoù genetek eo labour Clinic for Special Children e Strasburg, Pennsylvania. Darempredet e vez gant kalz Amished peogwir e vir outo da guitaat ar gumuniezh evit ma vo graet mat war-dro o bugale, ar pezh a c'hellfe degas warno ar meidung (shunning). DDC Clinic for Special Needs Children zo ur glinikenn all lec'hiet e Middlefield,Ohio, a bled gant ar vugale tizhet gant kleñvedoù genetek[29]. Kinnig a ra prederiadurioù, imbourc'h, servijoù deskadurezh d'ar vugale amish ha nann-amish ha d'o familhoù.
People's Helpers zo ur rouedad amish a dud a sikour ar familhoù da dalañ ouzh kleñvedoù ar spered hag a gas war-du kuzulierien a vicher. Feur an emlazhioù e-touez an Amished a zo an hanter eus hini peurrest an dud[30].
N'eus kretadur-yec'hed ebet gant an Old Order Amish.[31],[32] Un nebeud ospitalioù amerikan o deus savet programmoù arbennik evit sikour an Amished adalek kreiz ar bloavezhioù 1990.
Petra bennak ma n'eo ket berzet, ne vez doare hilastaliñ ebet gant an darn vrasañ eus an Amished. Enep an diforc'h-bugale e savont, hag e kavont ez a an ensperiadur kalvezadel, an enklaskoù war ar genennoù, ar bongelligoù, an heouennouriezh, enep talvoudoù ha kredennoù an Amished[33].
Doare bevañ an Amished hag ar bed a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-hed an amzer ez eo kresket gwask ar bed a-vremañ war an Amished. Tachennoù evel an tailhoù, ar skoliata, al lezenn hag an doare d'he lakaat da dalvezout, an droukziforc'h hag an enebiezh diskouzet en o c'heñver ur wech an amzer zo kement a dachennoù a ziaesterioù.
Brasaet spontus eo an diforc'h etre doare bevañ an Amished ha hini ar gevredigezh dre vras a-hed ar bloavezhioù. Ur wech an amzer e tegas kement-se oberoù a zroukziforc'h pe enebiezh a-berzh o amezeien : stlepel mein war o c'hezeg pa vezont war an hent, da skouer[34],[35],[36].
Ne gas ket an Amished o bugale d'ar skol goude an eizhvet live peurliesañ, o soñjal e ro an deskadurezh diazez bet betek al live-se peadra d'ober e hent hervez doare bevañ an Amished. N'eus tost Amish ebet o vont da skolioù eil derez pe skolioù-meur. Kalz kumuniezhioù o deus o skolioù dezho. Peurvuiañ e kaver ur skol gant ur sal nemetken. Merc'hed yaouank dizimez eus ar gumuniezh a vez o kelenn peurliesañ. D'an 19 a viz Mae 1972, Jonas Yoder ha Wallace Miller, eus an Old Order Amish, hag Adin Yutzy eus ar strollad Conservative Amish Mennonite Church, a voe kondaonet da baeañ $5 pep hini peogwir e nac'hent kas o bugale 14 ha 15 vloaz d'ar skolaj. En he barnadenn Wisconsin v. Yoder, Lez-varn Uhelañ Wisconsin a dorras an diviz[37], ha kadarnaet e voe ar varnadenn-se gant hini Lez-varn Uhelañ ar Stadoù-Unanet abalamour ma ne oa ket trawalc'h arguzenn perzhioù mat an deskadurezh evit an holl evit enebiñ ouzh ar frankiz roet gant kentañ reizhadenn Bonreizh ar Stadoù-Unanet[38].
Paeañ a ra an Amished telloù war ar gwerzhioù hag ar madoù. Peogwir n'o deus karr-tan ebet pe dost ne baeont tell ebet war ar c'hirri hag an tireoul. Dre vras ne gredont ket e talvoudegezh ar Surentez Sokial ha ne blij ket dezho ar c'hretadurioù evit abegoù relijiel[39] War an diazez-se e asantas e 1961 servijoù tailhoù ar Stadoù-Unanet (Internal Revenue Service /IRS) chom hep lakaat an Amished da baeañ an telloù liammet ouzh Surentez Sokial ar Stadoù-Unanet. E 1965 e voe kadarnaet ar politikerezh-se gant ul lezenn[40].
En un toullad strolladoù relijiel, al labourerien hiniennel ne baeont netra d'ar Surentez Sokial amerikan ha ne resevont netra diganti. Talvezout a ra ar reolenn-se evit ar strolladoù relijiel a sav enep pep kretadur en un doare emskiantek, a ro ul live bevañ dereat d'o izili hag a zo bezant er Stadoù-Unanet abaoe an 31 a viz Kerzu 1950 hep ehan[41] Lez-varn Uhelañ ar Stadoù-Unanet a lakaas sklaer e 1982 ne dalveze ket ar reolenn-se evit an Amished a c'hopre tud[42].
Embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1964 e voe krouet an ti-embann Pathway Publishers gant daou labourer-douar amish evit embann muioc'h a-zivout an Amished hag an advadezourien dre vras. Lec'hiet eo e Lagrange, Indiana, hag en Aylmer, Ontario. Deuet eo Pathway da vezañ an ti-embann brasañ a zanvez amish. Embann a ra kalz levrioù-skol, levrioù all ha kelaouennoù. Un toullad tiez-embann bihan all a embann kalzik traoù : levrioù a bep seurt hag advoulladurioù eus testennoù kozh a bouez bras evit an tiegezhioù amish[43]. Lod Amished a lenn ar gazetenn Hiwwe wie Driwwe, a zo en alamaneg Pennsylvania, ha lod eus al lennerien a sav pennadoù e Pennsylvania Dutch evit ar gazetenn-se.
En Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Iwerzhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez eus ur gumuniezh vihan, Beachy Amish, a zo liammet gant ar Weavertown Amish Mennonite Church en Iwerzhon[44].
E Frañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar XVIIvet kantved, goude ar Brezel Tregont Vloaz (1618-1648), e klaskas ar c'hont elzasat ha protestant Jean-Jacques de Ribeaupierre (1598-1673) kavout kouerien evit labourat e zouaroù, a oa bet drastet gant ar brezel. Un tri-ugent tiegezh advadezour mennoat bennak, a oa o paouez bezañ argaset eus kanton Bern e Suis, a gavas repu eno. Ober a rejont o annez e-kichen kumuniezh Sainte-Marie-aux-Mines en Elzas er Vogezoù ma oa advadezourien o chom dija. Ne voe ket goulennet diganto mont da soudarded gant ma chomjent hep klask gounit diskibien.
An darn vrasañ eus an anaptisted-se staliet e Frañs a zivizas heuliañ an eskob Jakob Ammann e 1693 pa grouas ur gumuniezh disranner strishoc'h ha fealoc'h d'ar pennaennoù diazez, an Amished.
E 1712 e fellas da Loeiz XIV argas an enbroidi amish-se a gomze alamaneg. Ar brasañ niver eus an Amished a gavas repu e priñselezh Montbéliard, a oa d'ar c'houlz-se un dachenn brotestant dizalc'h. Dibab a reas un toullad chom e bro Sainte-Marie-aux-Mines daoust da urzh ar roue. Pa bignas Loeiz XV war an tron e tistroas un nebeud repuidi da Elzas. Da vare an Dispac'h gall e tremenas Montbeliard dindan beli Frañs. E 1792 o doe an aotre da chom hep mont d'an arme c'hoazh, met Napoleon Iañ a dennas ar gwir-se diganto e penn kentañ an XIXvet kantved. O welout pegen diaes e oa bevañ hervez o fennaennoù e Frañs e kuitaas an darn vrasañ anezho ar vro evit mont d'ober o annez er Stadoù-Unanet pe e Kanada. Ar re a zibabas chom e Frañs a rankas asantiñ d'ar servij soudard.
E 1850 e oa 5000 Amish e Frañs ; ne chome nemet 3000 e 1900. E-kerzh an XIXvet kantved e oa aet 14 kumuniezh da get hag ar familhoù a oa pellaet an eil re diouzh a re all. N'helle reoù a oa delc'her ul lid nemet ur wech ar miz. E 1907 e tilezas Amished Frañs, a oa nebeutoc'h nebeutañ, ar ger "Amish" evit ober gant "mennoidi" evit diskouez e oant unanet d'ar Vennoidi. Un toullad hengounioù amish, evel gwalc'hidigezh an treid, a voe miret e-pad un toullad bloavezhioù daoust d'an unvanidigezh. Un toullad Ilizoù mennoat e Frañs hirie a gav o orin er c'humuniezhioù amish-se.
Ur film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gellout a reer kaout ur sell war an Amished dre sellout ouzh ar film Witness bet savet e 1985 gant Peter Weir. Kontañ a ra istor ur paotr bihan amish (Samuel Lapp, c'hoariet gant Lukas Hass) bet, dre zegouezh, test ur muntr ha gwarezet gant ur poliser (John Book, c'hoariet gant Harrison Ford), a rank klask repu e-touez an Amished. Maurice Jarre eo aozer ar sonerezh. E-touez an aktourien e kaver ivez Kelly McGillis o c'hoari mamm Samuel. Kalz prizioù zo bet tapet gant ar film.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hamm, Thomas D. (2003). Amish Society, fourth, Columbia University Press. ISBN 0-231-12362-0.
- Hostetler, John (1993), Amish Society (4th ed.), Baltimore, Maryland; London: Johns Hopkins University Press, ISBN 978-0-8018-4442-3.
- Kraybill, Donald B., Karen M. Johnson-Weiner, and Steven M. Nolt, eds. The Amish (Johns Hopkins University Press, 2013), 500 pp.
- Kraybill, Donald B (1994), Olshan, Marc A, ed., The Amish Struggle with Modernity, Hanover, NH: University Press of New England, p. 304.
- Kraybill, Donald B, The Anabaptist Escalator.
- Kraybill, Donald B (2001), Anabaptist World USA, Herald Press, ISBN 0-8361-9163-3.
- Kraybill, Donald B (2001), The Riddle of Amish Culture (revised ed.), ISBN 0-8018-6772-X.
- Nolt, SM (1992), A History of the Amish, Intercourse: Good Books.
- Mackall, Joe: Plain Secrets: An Outsider among the Amish, Boston, Mass. 2007.
- "Swiss Amish", Amish America, Type pad, <http://amishamerica.typepad.com/amish_america/swiss_amish/>. Retrieved on Patrom:Date.
- Smith, C Henry & Krahn, Cornelius (1981), Smith's Story of the Mennonites (revised & expanded ed.), Newton, Kansas: Faith and Life Press, pp. 249–356, ISBN 0-87303-069-9.
Levrlennadur brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "An Amished", Paol ar Meur, Al Lanv, niv.135, Here 2015.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) ZOOK, Noah & YODER Samuel L. (1998) : Berne, Indiana, Old Order Amish Settlement - Tizhet 18 KZU 2015.
- ↑ (en) The Amish: history, beliefs, practices, etc.
- ↑ (en) SCOLFORO, Mark (2008) : Amish population nearly doubles in 16 years - Tizhet 18 KZU 2015.
- ↑ (en) SCOLFORO, Mark (2010) : Amish Population Growth: Numbers Increasing, Heading West - Tizhet 18 KZU 2015.
- ↑ (en) Amish Studies - Tizhet 18 KZU 2015.
- ↑ 6,0 6,1 6,2 ha6,3 (en) BELTON, David (2012) : The Amish, teulfilm.
- ↑ (en) MANNS, Molly (2012) : Indiana's Amish Population - Tizhet 18 KZU 2015.
- ↑ KRAYBILL, Donald B. & JOHNSON-WEINER, Karen M. & NOLT Steven M. : The Amish, Johns Hopkins University Press, 2013, page 139 (ISBN 978-2-)
- ↑ (en) Amish Population by State (2008) - Tizhet 18 KZU 2015.
- ↑ (en) The Twelve Largest Amish Settlements (2008) - Tizhet 18 KZU 2015
- ↑ (en) Amish Population by State (2009) - Tizhet 18 KZU 2015
- ↑ (en) Amish America - Tizhet 18 KZU 2015
- ↑ (en) BARRIONUEVO, Alexei (2005) : Amish May Be Good Neighbors, but Not Their Horses - Tizhet 18 KZU 2015
- ↑ 14,0 14,1 ha14,2 KRAYBILL, Donald B. & JOHNSON-WEINER, Karen M. & NOLT, Steven M. : The Amish, Johns Hopkins University Press, 2013 (ISBN 978-1-4214-0914-6)
- ↑ 15,0 ha15,1 (en) WALDREP, George Calvin : The New Order Amish And Para-Amish Groups: Spiritual Renewal Within Tradition, e Mennonite Quarterly Review 3 (Gouhere 2008).
- ↑ (en) HOOVER, Peter : Radical Anabaptists Today – Part 4
- ↑ (en) Elizabethtown College — Young Center - Tizhet 18 KZU 2015
- ↑ (en) Britannica Online - Tizhet 18 KZU 2015
- ↑ (en) LAVERDURE, Paul (2006) : Hutterites – Encyclopedia of Saskatchewan - Tizhet 18 KZU 2015
- ↑ (en) 7 News Belize
- ↑ Global Anabaptist Mennonite Encyclopedia Online - Tizhet 17 KZU 2015
- ↑ 22,0 ha22,1 (en) HURST, Charles E. & McCONNELL, David L. : An Amish Paradox: Diversity and Change in the World's Largest Amish Community, The Johns Hopkins University Press, 2010 (ISBN 978-0-8018-9398-8).
- ↑ GINGERICH, Hugh F. & KREIDER, Rachel W. : Revised Amish and Amish Mennonite Genealogies, Masthof Press, 2007, ASIN: B0006EMYZO.
- ↑ (en) EICHER, Lovina : The Amish Cook's Anniversary Book: 20 Years of Food, Family an Faith, Andrews McMeel Publishing, 2010 (ISBN 978-0-7407-9765-1)
- ↑ (en) VINCENT, Bill : Traditional Amish Recipes: Homemade Food, CreateSpace Independant Publishing Platform, 2012 (ISBN 978-1-4681-7191-4)
- ↑ (en) ZONDERVAN, Sherry Gore : Simply Delicious Amish Cooking: Recipes and stories from the Amish of Sarasota, Florida, Zondervan, 2013 (ISBN 978-0-310-33555-9)
- ↑ (en) RUDER, Katherine "Kate", Genomics in Amish Country – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) Amish Have Lower Rates of Cancer, Ohio State Study Shows – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) DDC Clinic for Special Needs Children – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) KRAYBILL, Donald B. : Suicide Patterns in a Religious Subculture: The Old Order Amish, Journals Ltd, 1986 ASIN: B0007BZ89U
- ↑ (en) RUBINKAM, Michael (2008) : Amish Reluctantly Accept Donations The Washington Post – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) Young Center for Anabaptist & Pietist Studies – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) ANDREWS, Margaret M. & BOYLE, Joyceen : Transcultural concepts in nursing care, Lippincott illiams & Wilkins, 2002 (ISBN 978-0-7817-3680-0)
- ↑ (en) Stone Amish (12 GWE 49) – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) [cite news|title=|url=https://news.google.com/newspapers?id=q8Q_AAAAIBAJ&sjid=z1cMAAAAIBAJ&dq=amish%20stoning%20-fulham%20-muslim&pg=2772%2C3130040 State Police Arrest 25 Boys in Rural Areas (25 HER 58)] – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) ISEMAN, David (18 MAE 88) : Trumbull probes attack on woman, Amish buggy – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) Legal Information Institue – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) Wisconsin v. Yoder, 406 U.S. 205, 32 L.Ed.2d 15, 92 S.Ct. 1526 (1972) – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) Top Ten FAQ (about the Amish) – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) U.S. Code collection – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) Application for Exemption From Social Security and Medicare Taxes and Waiver of Benefits – IRS, 2006 – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) U.S. v. Lee, 102 S. Ct. 1051 (1982) – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) Pathway Publishers at Global Anabaptist Mennonite Encyclopedia Online – Tizhet 18 KZU 15
- ↑ (en) CLIFFORD, Michael : At ease with the alternative Amish way – Sunday Tribune, 6 EOS 00 – Tizhet 18 KZU 15