Mont d’an endalc’had

Arm gwenn

Eus Wikipedia
Armoù gwenn a vro Japan, w.d. 1892-1895.

An armoù gwenn[1] zo armoù ha n'implijont ket an tan pe traoù tarzhus evel ma vez graet gant poultr pe danvez-tarzh all. Armoù-pellded hep tan, pe armoù stourmadeg, zo armoù gwenn. E-barzh e kaver ar c'hontilli, gouglezeier, klezeier, baionetezoù, batarazoù, bouc'haloù, goafioù, talmoù, gwaregoù ha kroazwaregoù. An armoù-tan, danvezioù-tarzh (da skouer greunadennoù, minoù, bombezennoù, rokedennoù ha fuzeennoù) hag an armoù damheñvel outo, diazezet an implij anezho war an dommder pe an tan, n'hallont ket bezañ kontet en armoù gwenn.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Kinniget eo bet an droienn anv arm yen gant TermOfis Ofis Pubik an Brezhoneg, armoù yen al liester anezhi.