Djibouti
جمهورية جيبوتي (Jumhūriyyat Jībūtī) (ar) République de Djibouti (fr) Gabuutih Ummuuno (aa) Jamhuuriyadda Jabuuti (so) Republik Djibouti | |||||
| |||||
Ger-stur : Ubumwe, Umurimo, Gukunda Igihugu "Unaniezh, Labour, Brogarantez" | |||||
Kan broadel: Djibouti | |||||
Kêr-benn | Djibouti | ||||
---|---|---|---|---|---|
Yezh(où) ofisiel | arabeg ha galleg 1 | ||||
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | Ismail Omar Guelleh | ||||
- Kentañ ministr | Abdoulkader Kamil Mohamed | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 23 200 km² (149vet) | ||||
- Dour (%) | 0,09 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur Gouere 2007 | 496 374 () | ||||
- niveradeg 2009 | 818 159 | ||||
- Stankter | 35.3/km² (168vet) | ||||
Moneiz | Lur Djibouti (DJF )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC+ 3) | ||||
- Hañv (Eur hañv) | (UTC+ 3) | ||||
Kod kenrouedad | .dj | ||||
Kod pellgomz | +253 | ||||
1 Daoust ma n’eus nemet an arabeg hag ar galleg zo ofisiel, e vez implijet stank ar somalieg hag an afareg er vro. |
Republik Djibouti zo ur vro vihan e reter Afrika. Harzoù he deus gant Eritrea en norzh, Etiopia er c’hornôg hag er su, ha Somaliland er gevred. Er reter emañ ar Mor Ruz ha Pleg-mor Aden, gant Yemen en tu all d’ar mor. Kêr Djibouti eo ar gêr-benn.
Un drevadenn c’hall e teuas ar vro da vezañ en XIXvet kantved pa voe graet emglev etre pennoù an Afared hag an arme c’hall ha pa voe prenet douaroù gant Bro-C'hall en-dro da borzh Obock. Graet e voe Côte française des Somalis (Aod c'hall ar Somalianed) eus ar vro e dalc’h ar C’hallaoued betek 1967 ha, goude-se, Territoire Français des Afars et des Issas, betek 1977, pa zeuas da vezañ dizalc’h, dindan an anv Republik Djibouti.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2009 e voe aozet un niveradeg eus poblañs Djibouti. An niveradeg diwezhañ (ha nemeti betek-henn) a oa bet kaset da benn e 1983 met an disoc'hoù na oant ket bet embannet. Hervez niveradeg 2009 e oa 818 159 annezad er vro, 475 322 anezhe o chom er gêr-benn.
Rannoù melestradurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannet eo Djibouti e 5 rannvro hag ur gêr :
[diskouez] Kevre ar Stadoù Arab |
---|
[diskouez] Izili hag arsellerien ar Frankofoniezh |
---|
[diskouez] Izili hag arsellerien Aozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI) |
---|