Font Moneizel Etrebroadel
Deiziad krouiñ | Gouere 1944 |
---|---|
Den e penn an aozadur | Managing Director of the International Monetary Fund |
Pennrener | Kristalina Georgieva |
Yezh ofisiel | saozneg |
Stad | Stadoù-Unanet |
Daveennoù douaroniel | 38°53′56″N 77°2′39″W |
Ezel eus | Network for Greening the Financial System, ORCID |
Aozadur mamm | Aozadur ar Broadoù Unanet |
Gant kevelerezh | International Civil Aviation Organization |
Sez sokial | Washington D.C. |
Foundational text | Articles of Agreement of the International Monetary Fund |
Lec'hienn ofisiel | https://www.imf.org/ |
Official observer status in organisation | World Intellectual Property Organization, International Organization for Migration |
Ar Font Moneizel Etrebroadel (FME; ent-ofisiel IMF/FMI, saozneg: International Monetary Fund; galleg: Fonds monétaire international; spagnoleg: Fondo Monetario Internacional) a zo un ensavadur etrebroadel lakaet war-sav d’an 22 a viz Gouhere 1944. Staliet eo e Washington er Stadoù-Unanet ha 187 stad ezel a zo bremañ. Christine Lagarde eo ar bennrenerez abaoe miz Gouhere 2011.
Da bal en deus an aozadur mirout stabilded ar sistem moneizel bedel ha merañ an enkadennoù moneiz hag arc'hant a c'hall c'hoarvezout. Evit se e tegas kredadoù d’ar broioù o deus kement a vec'h arc'hant ma c'hall kement-se lakaat en arvar stabilded o reizhiad arc'hantañ (tiez-bank, marc'had an arc'hant...), o c'henwerzh etrebroadel hag ivez aozadur gouarnamant ar stad. Evit ma rafe ket ur vro “freuz boutik” e vez prestet arc'hant dezhi eta, amzer d'ar fiziañs distreiñ. En eskemm ouzh an dra-se e vez goulennet digant ar broioù-se ober adrenkadurioù ekonomikel a-benn gwellaat mererezh ar stad ha kaout ur c'hresk armerzhel plaen.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo an FME e miz Gouhere 1944 e-kerzh kuzuliadeg Bretton Woods a-benn degas stabilded e sistem moneizel ar bed goude an Eil Brezel-bed. Ar pal a oa ne c'hoarvezje ket ken ar pezh a oa c'hoarvezet er bloavezhioù 1930 gant an armerzhioù bras, pa oa bet gouwerzhekaet (didalvoudekaet) moneizoù ha kemeret disentezioù ekonomikel hep tamm kenemglev ebet, ar pezh en doa degaset bec'h etre ar broioù.
Hiziv an deiz emañ koulz lavaret kement bro a zo ezel eus an FME, met broioù bihan ’zo n'emaint ket (Liechtenstein, broigoù eus ar Meurvor Habask), na Taiwan kennebeut.