Iliz katolik roman
Rann eus | Katoligiezh |
---|---|
Arvez | Western culture |
Anv er yezh a orin | Ecclesia Catholica Romana |
Anv berr | röm.-kath. |
Relijion | kristeniezh |
Diazezer | Jezuz-Krist |
Den e penn an aozadur | pab |
Prezidant | Frañsez |
Stad | Keoded ar Vatikan |
Renad politikel | episcopal polity |
Korf melestradurel | Roman Curia |
Aotrouniezh | Sez Santel |
Ezel eus | Association of Christian Churches in Germany |
Lec'h diazez | Jeruzalem |
Sez sokial | Keoded ar Vatikan |
Darvoud-alc'hwez | Nicene Creed |
Prizioù resevet | 'Verschlossene Auster' award |
Studiet gant | Catholic ecclesiology |
Lec'hienn ofisiel | https://www.vatican.va/content/vatican/it.html |
Dezverket dre | full communion, catholicity |
Istor | Istor an Iliz katolik |
A implij | Catholic Bible |
Oberennoù zo en dastumad | National Museum of World Cultures |
An Iliz katolik eo an iliz kristen vrasañ er bed pa embann ez eus 1,2 miliard a izili stag outi (pe feizourien gatolik). Prezegenniñ a ra eo-hi an iliz santel katolik ha abostolik orinel, diazezet gant Jezuz-Krist. Embann a ra e teu diouti, diwar dirogoù, an Ilizoù ortodoks hag ar Brotestanted. An Iliz kristen eo eta an Iliz katolik, an Ilizoù ortodoks hag an Ilizoù protestant.
An Iliz katolik a zo bleniet gant ur pab, eskob Roma, warlerc'hiad an abostol Pêr. Frañsez eo ar Pab abaoe 2013. Gouarnet eo an Iliz gantañ ha gant an holl eskibien (lavaret e vez "e rank an eskibien gatolik bezan e kenunaniezh gant eskob Roma").
Hervez ur renkadurezh resis eo gouarnet an Iliz katolik. Emañ er penn kentañ holl ar gloer "ordrenet" (latin ordinatus = urzhiet) renket en urzhioù santel : eskibien, beleien, diagoned. War-lerc'h e teu urzhioù all, re al leaned.
Er bed e kaver 2 755 sez eskopti (diwezh 2004) e-lec'h m'eo an eskob atebeg war vad ar feiz katolik en e dolead. A viskoaz eo bet lakaet ar Sez santel e Roma war ar renk dreist peogwir eo bet, hervez an hengoun, hini Pêr, priñs (pe bennadurezh kentañ) an Ebestel. Ar gatoligiezh a vez graet ivez eus an holl gatoliked.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]* Pennad pennañ : Istor an Iliz katolik
Goude ma oa kroazstaget Jezuz Krist, an abostoled a c'hounezas feizidi nevez, e-touez ar Yuzevien da gentañ ha da c'houde e-touez holl sujidi an Impalaeriezh roman hag en diavaez dezhi zoken. Atahinet eo ar Gristenien dindan kalz impalaered.
En 313 e cheñchas statud an iliz a oa aotreet gant skrid-embann Milano embannet gant an impalaer Kustentin Iañ. E 380 e teuas ar relijon gatolik da vezañ relijion ofisiel an impalaeriezh roman goude skrid-embann Tessalonika betek diskar impalaeriezh roman ar C'hornôg, ha diwezhatoc'h hini Impalaeriezh roman ar Reter. E-pad an amzer-se e oa savet peme sez pennañ hervez Eusebius: Roma, Kergustantin, Antioc'hea, Jeruzalem hag Aleksandria, anvet ar Bentarkiezh.
Goude distruj an Impalaeriezh roman, an iliz a voe ur faktor pennañ e gwarez ar sevenadur klasel. Savet e oa manatioù ha kaset e oa misionerien da avielañ pobloù all Europa, ken pell hag Iwerzhon en norzh. Ur c'hemm bras a oa degaset er reter gant astenn an Islam war-dro ar VIIvet kantved. Aloubet e oa tri eus sezioù ar batriarked gant an Arabed : Jeruzalem da gentañ, Aleksandria, hag en VIIvet kantved Antioc'hea.
Ar stourm etre ar gristeniezh hag an Islam a oa unan eus doareoù pennañ ar pemp kantved goude en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Harzet e oa emled an islam gant emgannoù Poitiers, ha Toulouse, daoust ma preizhet Roma hec'h-unan e 846 pe e 848, ha ma oa lakaet seziz war Kergustentin.
En XIvet kantved, an darempredoù diaes etre iliz gresianek ar reter hag an Iliz latin er c'hornôg a lakaas da darzhañ disivoud etre an div, abalamour dreist-holl d'un dizemglev diwar-benn aotrouniezh ar bibien. Ar pevare kroaziadeg ha preizhidigezh Bizantion gant Kroazidi a dorras al liammoù etre ar reter hag ar c'hornôg.
Er XVIvet kantved, abalamour d'ar Brotestantiezh ha d'an Disivoud Meur, e krogas an iliz un argerzh ardreizherezh bras anavezet evel an enepadreizhadur. Er c'hantvedoù da-heul en em ledas ar gatoligiezh er bed a-bezh daoust d'un digresk eus pouez an iliz e poblañsoù Europea abalamour da gresk ar brotestantiezh ha d'an amgredoni adal Kantved ar Sklêrijenn. Ar sened-meur Vatikan II er bloavezhioù 1960 an hini eo a zegasas ar brasañ kemmoù er gatoligiezh abaoe Sened-meur Trento tri c'hantved a-raok.