Lejion Condor
Al Lejion Condor a oa un aerlu savet gant gouarnamant Alamagn Hitler hag a vode soudarded eus al Luftwaffe hag a oa prest da vont da vrezeliñ da Spagn gant ar vroadelourien a-enep an Eil Republik spagnol, entre Gouhere 1936 hag Ebrel 1939.
6 000 den a oa el Lejion Condor, distreiñ a raent d'o bro a-vagadoù bihan, ha 19 000 zo bet anezho en holl a-hed an tri bloavezh brezel. Darn a voe brudet e-pad an eil brezel-bed, evel an aervarichal Hugo Sperrle pe ar sturier Adolf Galland.
Gant kirri-nij eus al lejion Condor e voe graet bombezadeg Gernika e 1937.
Skoazell armet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]' Feuerzauber (« Tan hud ») e oa anv an taol-skoaz roet gant gouarnamant an Trede Reich da vroadelourien Spagn. Goulennet e oa bet ar skoazell-se gant ar jeneral Francisco Franco, a veze graet El Caudillo anezhañ, digant ar Führer, Adolf Hitler, d'an 22 a viz Gouhere 1936, pemp deiz goude deroù an emsavadeg, d'ar 17 a viz Gouhere 1936. Hitler a c'houlennas kenkent digant Hermann Göring, penngomandant al Luftwaffe, hag ar Generalfeldmarschall Werner von Blomberg, aozañ ar skoazell.