Morlu Soviedel
Rann eus | Soviet Armed Forces, United Armed Forces of the Commonwealth of Independent States |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1918 |
Anv berr | ВМФ СРСР |
Stad | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Russian Socialist Federative Soviet Republic, Kenglad ar Stadoù Dizalc'h |
Sez sokial | Moskov |
Deiziad divodañ | 1991 |
Item operated | Soviet Navy fleet |
Commanded by | Sergey Gorshkov |
Roll elfennoù | list of ships of the Soviet Navy |
Ar Morlu Soviedel (rusianeg: Военно-морской флот СССР (ВМФ), romanekadur: Voyenno-morskoy flot SSSR (VMF), 'Flodad Morlu Milourel an URSS') a oa skourr morlu nerzhioù lu an URSS. Lesanvet ivez ar Flodad Ruz, ar Morlu Soviedel a oa unan eus diazezoù strategezieh an URSS evit talañ, ma vefe brezel, ouzh nerzhioù Stadoù-Unanet Amerika, nerzhioù an NATO (North Atlantic Treaty Organization), pe ma vefe ur stourm all liammet ouzh Pakt Varsovia e Reter Europa. Levezon ar Flodad Soviedel a oa bet bras e-pad ar Brezel Yen (1945-1991), dre ma oa liammet an darn vrasañ eus stourmoù ar mare-se ouzh ar morluoù.
Ar Morlu Soviedel a oa rannet e pevar flodad diazez: Flodad an Norzh, Flodad ar Meurvor Habask, Flodad ar Mor Baltel, Flodad ar Mor Du. Bazenn Morlu Leningrad a oa dizalc'h diouzh an aozadur-se. Flodad Mor Kaspia a oa ur flodad bihan o tiwall arvorioù Mor Kaspia. Bez e oa ivez er morlu soviedel skourroù evel an Aerlu Morlu, an droadegeiezh Morlu, ha kanolierezh arvorel.
Ur wech roet lamm d'an Unvaniezh Soviedel e 1991, Rusia a zalc'has darn eus aozadur ha dafar ar Morlu Soviedel hag a voe adstummet e Morlu Rusia, gant lodennoù o vont d'ober morluioù ar stadoù nevez-savet.