Panama Papers
Stad | Panamá |
---|---|
Danvez pennañ | shell corporation, tax noncompliance |
Deiziad embann | 3 Ebr 2016 |
Perzhiad | Mossack Fonseca, "John Doe" |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 2015 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.icij.org/investigations/panama-papers/ |
Deskrivet en URL | https://www.icij.org/investigations/panama-papers/, https://offshoreleaks.icij.org/investigations/panama-papers |
Hashtag | PanamaPapers |
Deskrivet dre | How The Panama Papers Exposed Secrecy in the Art Market |
API endpoint URL | https://offshoreleaks.icij.org/api/v1/reconcile/panama-papers |
Roll elfennoù | list of people named in the Panama Papers |
Graet e vez Panama Papers eus diskuliadenn gant mediaoù dre ar bed a 11,5 milion a deuliadoù kuzhut o tont eus studi avokad Mossack Fonseca e Panama, enno titouroù war muioc'h evit 2140 000 embregerezh offshore hag anvioù o c'hevrannerien. En o zouez e kaver politikerien, sportourien, tud anavezet pe miliarderien. Pennoù stad pemp bro - Arabia Saoudat, Arc'hantina, Island, Ukraina hag Emirelezhioù Arab Unanet - a zo kaoz outo en teuliadoù mañ, met ivez tud er gouarnamantoù pe tost outo er broioù-se hag e ouzhpenn 40 bro, en o zouez : Suafrika, Sina, Sukorea, Brazil,Bro-C'hall, India,Rusia, ar Rouantelezh-Unanet ha kalz reoù all[1].
An anv Panama Papers zo tennet a-ziwar ar Pentagon Papers, pa voe diskuliet e 1971 teuliadoù sekred ouzhpenn 7 000 pajennad diwar-benn oberatadenoù kuzh Stadoù-Unanet Amerika e-pad Brezel Vietnam gant ar gazetenn The New York Times hag ur 15 bennak a genseurted amerikan all.
An teuliadoù pourchaset gant un disklozer didan al lesanv "John Doe" zo enno titouroù adalek ar bloavezhioù 1970 betek fin 2015. En hollad ez eus 2,6 teraocted à dataoù. Da gentañ e voe kaset an teuliadoù-se d'ar gazetenn alaman Süddeutsche Zeitung[2] e 2015, met buan e voe rannet gant mediaoù all e 80 bro dre ar bed didan rennerezh Konsortiom Etrevroadel ar C'Hazetenerezh Enklask (International Consortium of Investigative Journalists e saozneg, e Washington emañ e sez)[3]. D'an 3 a viz ebrel ez eo bet diskuliet an afer gante dre ar bed, gant 149 teuliad diskuliet. Teuliadoù all a zo da vezañ diskuliet e kerzh miz ebrel ha mae 2016[4].
An teuliadoù a zo enno titouroù diwar embregerezhioù offshore, bet krouet gant harp Mossack Fonseca pe bet e darempred gant o fratikoù. Ma c'hell, ez-teorikel, embregerezhioù offshore kaout ur pal reizh, ez-pleustrek e vezont implijet evel embregerezhioù skramm evit an terc'h-fiskal pe kannañ-arc'hant maez al lezenn e orin.
Kementadoù ha doareoù teuliadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskuliet eo bet 11,5 milion a teuliadoù bet embannet etre 1977 ha 2015 gant Mossack Fonseca. E touez an 2,6 teraokted a dataoù e vez añv eus ouzhpenn 214 000 embregerezh offshore, an darn vrasañ oute liammet e mod pe vod gant personelezhioù publik.
Ar diskuliadenn-se a zo ar vrasañ hini, e-keñver ar c'hemenetad a dataoù bet diskuliet, bet implijet gant ar mediaoù, pell dirak ar Wikileaks (1,7 Go a dataoù).
En teuliadoù diskuliet e kaver opuzhpenn da 4,8 milion a bosteloù, 3 milion a zataegoù, 2 vilion a fichennoù PDF, 1,1 milion a skeudennoù (enno eilskeudennoù a pasportoù ar c'hevrannerien pe a gontradoù sinet), 320 000 a fichennoù skridoù ha 2 000 a fichennoù gant furmadoù all.
Doare studiañ hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet gant ar gazetennerien 214 488 teuliad kompoder (unan evit pep embregerezh-skramm anvet), enno eo bet renket an holl fichennoù e liamm gante. Implijet e oa bet poelladoù anavezadur optikel arouezioù evit klask en holl dielloù evel en ur dataeg. Kenveriet ez eo bet da c'houde gant listennoù a personelezhioù pouezus - politikerien pouezus ha pennoù-stad, torfedourien etrevroadel, sportourien - evit sevel ur gartenn eus rouedad Mossack Fonseca.
Da c'houde o deus klasket spisaat perzh an tudennoù mañ e krouidigezh hag implij an embregerezhioù offshore, ma oa evite o-unan pe en añv tudennoù all. Klaskaet eo bet ivez spisaat hentoù an arc'hant o tremen dre an embregerezhioù-se. A benn ar fin ez eo bet sellet ouzh lezennelded ar strukturioù savet e-kenver oberennoù dilezennel terc'h-fiskal pe kannañ-arc'hant.
Krouet eo bet gant an ICIJ ur lusker klask evit o rouedad kazetennerien o labourat war an teuliadoù. Asambles o deus divizet deiziad an 3 a viz Ebrel evit embann lodennoù gentañ an ensklaskoù, ha divizet eo bet ivez lusk an embannadennoù. Pep media a zo chomet dieub ivez d'ober enklaskoù spisoc'h a zivout tudennoù pouezus eus o vroioù orin. Da skouer, e Bro C'hall, ez eo bet kenveriet gant kazetennerien Le Monde an anvioù en teuliadoù gant listennadoù an dilennidi gall hag europat, listenn ar 500 gall ar pinvidikañ, tudennopù pennañ ar strolladoù politikel gall, listenn ar ministred abaoe 1980, merourion embregerezhioù ar CAC 40, personelezhioù karetañ ar c'hallaoued, tudennoù anvet e aferioù politiko-justis abaoe 2000, pennoù stad pe gouarnamant ar bed a bezh pe izilo skipailh Bro-C'hall melldroad[5].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Joan Tilouine, Simon Piel, Maxime Vaudano, Jérémie Baruch et Anne Michel, « Chefs d’État, sportifs, milliardaires: premières révélations des « Panama Papers » sur le système offshore mondial », Le Monde, 3 Ebrel 2016
- ↑ The Panama Papers, Süddeutsche Zeitung, 3 ebrel2016
- ↑ The Panama Papers, International Consortium of Investigative Journalists, 3 avril 2016
- ↑ Data Methodology, International Consortium of Investigative Journalists, 3 ebrel2016
- ↑ Maxime Vaudano et Jérémie Baruch, « « Panama Papers » : comment « Le Monde » a travaillé sur plus de 11 millions de fichiers », Le Monde, 3 ebrel 2016