Zoroastregezh
Ar zoroastregezh zo ur relijion undoueek diazezet war gelenn an diouganer Zoroastr pe Zarathoustra (diwar an avesteg) ha bet eo unan eus ar relijionoù brasañ er bed[1]. Savet e oa moarvat un tamm a-raok ar VIvet kantved kent J.-K. e Persia. Deuet eo da vezañ relijion ofisiel ar Bersed dindan tierniezh ar Sasanided (224-651), betek donedigezh an islam a gemeras e lec'h. Neoazh, ar gouelioù deuet eus ar zoroastregezh zo chomet a-bouez e buhez Iraniz eus forzh pe relijion e vefent. Hiziv an deiz e kaver Zoroastriz un tamm e pep lec'h er bed, en India hag er Stadoù-Unanet dreist-holl.
Er zoroastregezh, ar c'hrouer Ahoura Mazda zo mat-holl, ha ne zeu droug ebet dioutañ. Er zoroastregezh eta, ar mad hag an droug o deus pep a orin disheñvel. Klask a ra an droug (druj), ar gaou hag an dizurzh, distrujañ krouidigezh Mazda (asha), ar wirionez hag an urzh, hag ar mad a stourm outañ. En hengoun ar zoroastregezh e eneber spered an droug, Angra Mainyu (anvet ivez "Ahriman"), "pennaenn an distruj", an noz hag ar marv, ouzh ar spered madoberus Spenta Mainyu, an deiz hag ar vuhez. Emañ an daou spered-se en holl voudoù bev ar grouidigezh. Mazda en deus krouet ivez an Amesha Spenta, ar re "divarvel ha madoberus" hag an holl Yazata, a ziskouez splann labour Doue d'an denelezh. Tremen a raer drezo da azeuliñ Mazda. An testennoù pouezusañ eus ar relijion-se eo an Avesta. Kollet e oa ul lodenn vras anezhe ha ne chom hogozik ken al liturgiezh hiziv an deiz. Anavezet eo al lodennoù kollet dre zaveoù hag arroudennoù berr en oberennoù nevesoc'h, savet etre an IXvet hag an an XIvet kantved.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo ar zoroastregezh diwar ur relijion eus amzer ar ragistor a oa boutin d'an Indez-Iraniz, ken abred hag an eil milved kent J.-K[2]. Hervez hengoun ar zoroastregezh, Zoroastr a oa un adreizher a lakas dreist ar re all doue ar furnez, Ahoura Mazda, evel doue nemetañ ha krouer ar bed, tra ma argase doueed all ha lidoù zo evel aberzh an tirvi.
Daoust ma'z eo koshoc'h n'eo ket testeniekaet ar Zoroastregezh a-raok ar Vvet kantved kent J.-K. Herodotos a zeskriv kevredigezh Iran en e Istorioù (echuet war-do 440 kent J.-K.) gant perzhioù a gaver er zoroastregezh, en o mesk ar c'hiz da lakaat ar re varv dindan an amzer e lec'hioù a-ratozh.
Henamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tierniezh ar Sasanided a renas abaoe 228 kent J.K. Harpañ a rejont ur seurt Zoroastregezh hag, e degouezhioù zo, e atahinjont ar Gristenien. Pa aloubent ur vro e savent alies temploù eus an tan da vrudañ o relijion. Goude Kustentin ouzhpenn, ar Sasanided o doa disfiz rak ar Gristenien abalamour ma veze sellet oute evel tud liammet d'an Impalaeriezh roman.
Pell a-raok ar VIvet kantved e oa tizhet Norzh Sina gant ar zoroastregezh dre hent ar seiz, hag e resevas ur statud ofisiel en un niver a Stadoù eus Sina. Kavet zo bet dismantroù eus temploù ar Zoroastriz e Kaifeng hag e Zhenjiang.
Krennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er VIIvet kantved, e-korf 16 vloaz, e oa diskaret impalaeriezh ar Sasanided gant an Arabed. Daoust ma teuas buan an dud dindan ar Stad da vezañ Muzulmiz hepken dindan ar galifiezh Oumayyad e veze graet nebeut a strivoù da c'hounit ar re sujet a-nevez d'an Islam[3]. Evit ar renerien "an dud na gredent ket en islam a c'halle bezañ lezet da ren o buhez keit ha ma ne annoazent ket o aotrouien[4].
Ur wezh tremenet ar mare kentañ eta, daoust ma oant sujet d'ur galloud nevez hag atahinet, o doa gellet ar Zoroastriz kenderc'hel gant o gizioù evel a-raok. Ur gwask ekonomikel ha sokial goustad ha diehan a oa koulskoude da dreiñ ouzh an islam[5],[6] An noblañs ha kêriz a oa ar re gentañ da vezañ gounezet d'an Islam. Hennezh en em lede goustadikoc'h e-touez al labourerien douar hag an noblañs diar ar maez[7] Ar galloud hag ar pinvidigezh a oa diouzh tu Muzulmiz neoazh ha daoust ma oa ar politikerezh ofisiel ober fae a bell war Zoroastriz, e veze atav hiniennoù e-touez ar Vuzulmiz a felle dezhe gounit ar re all d'o relijion hag a oa prest d'ober forzh petra evit dont a-benn[6].
An Abbasided a ziskaras an Oummayaded e 750 gant skoazell a-berzh Iraniz. Dindan lezenn ar galifiezh nevez, Iraniz vuzulmat (Aet e oa ar muiañ gante neuze) a gavas doareoù nevez ha niverusoc'h atav da ober goap eus Zoroastriz hag o gwaskañ a zeuas da vezañ ur sport poblek.
Digreskiñ a reas ar stourm etre ar zoroastregezh hag an Islam en Xvet hag en XIvet kantved, abalamour ma oa deuet ar pep brasañ eus tud ar vro da vezañ Muzulmiz.
Testennoù sakr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An avesta
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Avesta (avestā, en avesteg) eo hollad testennoù sakr ar zoroastregezh. Levr sakr Zoroastriz eo. Skrivet eo e stummoù disheñvel eus an heniraneg, anvet avesteg. Al lodennoù koshañ, re ar gathaoù, zo skrivet en ur yezh ken arkaek hag hini ar Rig Veda (sañskriteg vedek), ar « gathaeg », ar re all en avesteg diwezhat. Skrivet eo an testennoù gant al lizherenneg avestek.
Eus al levr orin, ennañ 21 levr pe gatha (en avesteg gāθā), meulganoù zo war un dro pleustradoù ha barzhonegoù, ne chom nemet ur c'hart hiziv an deiz, da lâret eo war-dro ur miliad pajennoù. Lavaret e veze e vije bet distrujet ar peurrest da vare aloubadegoù armeoù Aleksandr Veur a lakaas deviñ levraoueg palez Persepolis pe re an Arabed er VIIvet. Un tamm diskred zo savet hiziv an deiz diwar-benn an distrujoù lakaet war gont Aleksandr Veur.
An testennoù a chom zo ar Gathaoù, ar Yasna, ar Visperad hag ar Vendidad. Ouzhpenn an testennoù-se e chom levr pedennoù an tiegezhioù anvet an Avesta Khordeh, ennañ ar Yashtoù hag ar Siroza. An testennoù ar muiañ sakr zo ar seitek Gatha pe « meulganoù sakr » a vije bet savet gant Zoroastr e-unan, hag a ziskouez e demz-spered. Skrivet int er yezh koshañ ha diaesañ da zisplegañ.
An testennoù diwezhat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavout a reer ivez e-mesk an testennoù skrivet e krennberseg hag e skritur Pahlavek savet en IXvet hag en Xvet kantved kalz levrioù relijius zoroastrek, rak ar pep brasañ eus ar skriverien hag eus ar skrivagnerien a oa izili eus kloer ar zoroastregezh. Al levrioù pouezusañ eus ar maread-se zo an Denkard, ar Bundahishn, ar Menog-i Khrad, lodennoù eus ar Zadspram, Jamasp Namag, lizhiri Manucher, Rivayats, Dadestan-i-Denig, hag Arda Viraf Namag. Holl an testennoù savet e krennberseg diwar-benn ar zoroastregezh a vez sellet oute evel mammennoù a eil renk diwar-benn ar relijion. Koulskoude o deus bet ul levezon vras war ar relijion-se.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Avesta.org, ul lec'hienn testennoù diwar-benn ar zoroastregezh
- Deiziadur ar Zoroastriz
- UNESCO Parsi Zoroastrian Project
- http://parsiana.com/
- Bodadenn ar Zoroastriz
- Aozadur ar Zoroastriz er bed
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://web.archive.org/web/20101212231100/http://www.bestirantravel.com/culture/zoroastrian.html
- ↑ !!!
- ↑ Boyce, 1979, p 150.
- ↑ Boyce 1979, p. 146.
- ↑ Buillet, 1978, p 37, 138.
- ↑ 6,0 ha6,1 Boyce, 1979, p 147.
- ↑ Buillet, 1978, p 59.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Khan, Roni K (1996), "The Tenets of Zoroastrianism", <http://tenets.parsizoroastrianism.com/>
- Black, Matthew & Rowley, H. H., eds. (1982), Peake's Commentary on the Bible, New York: Nelson, ISBN 0-415-05147-9
- Boyce, Mary (1984), Textual sources for the study of Zoroastrianism, Manchester: Manchester UP, ISBN 0-226-06930-3
- Boyce, Mary (1987), Zoroastrianism: A Shadowy but Powerful Presence in the Judaeo-Christian World, London: William's Trust
- Boyce, Mary (1979), Zoroastrians: Their Religious Beliefs and Practices, London: Routledge, ISBN 0-415-23903-6 (note to catalogue searchers: the spine of this edition misprints the title "Zoroastrians" as "Zoroastians", and this may lead to catalogue errors)
- Boyce, Mary (1975), The History of Zoroastrianism, 1, Leiden: Brill, ISBN 90-04-10474-7 (repr. 1996)
- Boyce, Mary (1982), The History of Zoroastrianism, 2, Leiden: Brill, ISBN 90-04-06506-7 (repr. 1997)
- Boyce, Mary (2007), Zoroastrians: Their Religious Beliefs and Practices, London: Routledge, ISBN 978-0-415-23903-5* Boyce, Mary (1983), "Ahura Mazdā", Encyclopaedia Iranica, 1, New York: Routledge & Kegan Paul pages 684–687
- Bulliet, Richard W. (1979), Conversion to Islam in the Medieval Period: An Essay in Quantitative History, Cambridge: Harvard UP, ISBN 0-674-17035-0
- Carroll, Warren H. (1985), Founding Of Christendom: History Of Christendom, 1, Urbana: Illinois UP, ISBN 0-931888-21-2 (repr. 2004)