Joachim von Ribbentrop
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Alamagn |
Lealded | Trede Reich |
Anv e yezh-vamm an den | Joachim von Ribbentrop |
Anv ganedigezh | Ulrich Friedrich Wilhelm Joachim Ribbentrop |
Anv-bihan | Ulrich, Friedrich, Wilhelm, Joachim |
Anv-familh | Ribbentrop, von Ribbentrop |
Deiziad ganedigezh | 30 Ebr 1893 |
Lec'h ganedigezh | Wesel |
Deiziad ar marv | 16 Her 1946 |
Lec'h ar marv | Nuremberg Court Prison |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | krougañ |
Lec'h douaridigezh | Wenzbach |
Tad | Richard Ribbentrop |
Mamm | Johanne Sophie Hertwig |
Pried | Annelies von Ribbentrop |
Bugel | Rudolf von Ribbentrop, Bettina von Ribbentrop, Ursula von Ribbentrop, Adolf Richard von Ribbentrop, Barthold von Ribbentrop |
Familh | Ribbentrop |
Den heverk | Martin Horn, Victor Rinke, Georg Fröschmann |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Place of detention | Nuremberg Court Prison |
Kondaonet evit | torfed a-enep Mab-Den |
Micher | politiker, diplomat |
Karg | member of the Reichstag of Nazi Germany, German Foreign Minister, ambassador of the German Reich |
Bet war ar studi e | Lycée Fabert |
Lec'h annez | Suis, Bro-Saoz, Kanada, Alamagn, Dahlem |
Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman |
Strollad etnek | Germans |
Perzhiad e | International Military Tribunal |
Grad milourel | Oberleutnant, Obergruppenführer |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Ezel eus | Schutzstaffel, Travellers Club |
Political alignment | right-wing extremism |
Ideologiezh politikel | Naziegezh |
Assessment | intelligence test |
Roll elfennoù | Q96474109 |
Ulrich Friedrich Wilhelm Joachim von Ribbentrop, ganet d'an 30 a viz Ebrel 1893 hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Here 1946, anavezetoc'h evel Joachim von Ribbentrop, a oa maodiern an aferioù estren evit an Trede Reich etre 1938 ha 1945.
Ribbentrop a oa bet pignet etrezek Adolf Hitler dre ma oa un den a aferioù en devoa beajet kalz gant un anaoudegezh kalz ledanoc'h eus ar bed estrenevit na oa hini forzh peseurt penn uhel Nazi. Ouzhpenn da-se e oa doujet e bed an aferioù. Prestet en devoa e di evit ar gejadenn guzh e miz Genver 1933 a lakaas Hitler war ar renk evit bezañ kañseller Alamagn. Deuet e oa da vezañ kuzulier Adolf Hitler, betek heugiñ an izili all eus ar strollad nazi. Evit tud all er strollad nazi, Ribbentrop ne oa nemet un den hep damant ha dic'houest. Fiziet e voe ennañ memestra ar post a gannadour e Court of St James (evit Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon) e 1936 ha goude-se maodiern aferioù estren Alamagn adalek miz C'hwevrer 1938.
A-raok an Eil Brezel-bed e voe unan eus ar re a savas ar Pakt dir (an emglev etre Alamagn hag Italia faskour) ha goude-se e oa deuet a-benn da sevel an emglev nann-argadiñ Nazi–Soviet, brudet evel Pakt Molotov–Ribbentrop (feur-emglev alaman-soviedel). Goude 1941, levezon Ribbentrop a oa aet war zigreskiñ kalz.
Harzet e miz Even 1945, Ribbentrop a voe barnet e-pad Prosez Nürnberg. Tamallet e voe dezhañ bezañ e-touez ar re kiriek d'an Eil brezel-bed, ha diazezerien an Holokost. D'ar 16 a viz Here 1946 e voe ar c'hentañ den barnet ha kondaonet d'ar marv o vezañ krouget.