Banniel Alamagn
Banniel Alamagn | |
---|---|
Kenfeurioù | 3:5 |
Kod bannielouriezh | |
Anv (pe lesanv) | Schwarz-Rot-Gold |
Staliadur | 1949 |
Livioù (Pantone) |
Banniel Alamagn zo ur banniel triliv, gant teir bandenn a-led, du, ruz ha melen-aour (Schwarz-Rot-Gold en alamaneg). Evel m’emañ bremañ e oa bet degemeret ent-ofisiel gant Republik Kevreadel Alamagn d’an 23 a viz Mae 1949.
Implijet eo bet ar banniel-se ivez gant Kengevread Alamagn (1848-1866), gant Republik Weimar (1918-1933) ha gant Republik Demokratel Alamagn (1949-1959). Gant stad Alamagn ar Reter e oa bet implijet al livioù-se ivez, etre 1959 ha 1990, met gant ardamezioù e-kreiz ouzhpenn.
N’eus lesanv ebet gant ar banniel-se, evel ma’z eus gant bannieloù Danmark (Dannebrog), Breizh (Gwenn ha du) pe Stadoù Unanet Amerika (Stars and Stripes), daoust ma voe graet gant an droienn Dreifarb (triliv) gant lod eus dispac’herien an XIXvet kantved.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N’eo ket gwall anavezet orin banniel Alamagn. Kroget e voe da implijout an triliv-se stankik, war a seblant, e deroù an XIXvet kantved, e-pad ar brezelioù a-enep Napoleon Iañ. Ar "Freikorps", ar strolladoù soudarded en em ganne a-enep ar C’hallaoued, a oa o dilhad el livioù-se (dilhad du, gant tammoù ruz ha boutonioù alaouret), eme lod. Evit tud all e veze implijet an tri liv-se dija gant impalaerien an Impalaeriezh Santel Roman, o doa bannieloù melen warno un erer du gant skilfoù ruz.
Bezet a vezo, implijet e voe stankoc’h-stankañ an triliv-se, en XIXvet kantved, gant ar vrogarourien alaman o doa c’hoant da unaniñ ar stadoù a oa rannet Alamagn etrezo. Degemeret e voe da vanniel broadel Alamagn gant Bodadeg Vroadel Frankfurt, d’an 9 a viz Meurzh 1848. Met e 1850 e voe adsavet Kengevread Alamagn, evel ma oa bet abaoe 1815. Ne oa bet implijet an triliv du, ruz ha melen-aour, nemet e-pad daou vloaz. Ur wech divodet ar C’hengevread, abalamour d’an enebiezh etre Prusia hag Aostria, ha savet Kengevread Norzh Alamagn, renet gant Prusia, e voe degemeret ur banniel triliv all gant ar stad-se, gant bandennoù a-led du, gwenn ha ruz, e 1866. Un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h, pa voe savet an Impalaeriezh Alaman, e 1871, e voe kendalc’het da ober gant ar banniel-se, a oa diazezet war livioù Prusia (du ha gwenn) ha livioù an Hansa (ruz ha gwenn).
E dibenn ar Brezel-bed Kentañ e voe savet Republik Weimar e 1919 ha kemeret e voe da vanniel ganti an triliv du, ruz ha melen-aour. Pa yeas ar Strollad Nazi e penn ar vro e 1933 e voe dilezet an triliv-se ha degemeret daou vanniel ent-ofisiel evit ar stad, banniel an Impalaeriezh Alaman (du, gwenn ha ruz) ha hini ar Strollad Nazi, dezhañ livioù heñvel, an Hakenkreuzflagge, pe Hakenkreuzfahne, ur banniel ruz gant ur Swastika du en ur gantenn wenn. Goude 1935 ne voe implijet nemet hini an Nazied da aroueziañ an Trede Reich.
E dibenn an Eil Brezel-bed, pa yeas an Trede Reich d’an traoñ, e voe rannet Alamagn e peder lodenn gant ar broioù trec’h, hag unanet e voe teir anezho d’ober Alamagn ar C'hornôg (Republik Kevreadel Alamagn), tra ma’z ae ar pevare hini d’ober Alamagn ar Reter (Republik Demokratel Alamagn). Gant an div stad nevez e voe adimplijet an triliv du, ruz ha melen-aour, met en Alamagn ar Reter e voe ouzhpennet, diwezhatoc’h, ardamezioù ar stad komunour e-kreiz ar banniel. Abaoe m’eo bet adunanet ar vro, e 1990, e vez implijet an triliv evit Alamagn a-bezh.
Bannieloù alaman, a-hed an istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Banniel an Impalaeriezh Santel Roman (betek 1400)
-
Banniel an Impalaeriezh Santel Roman goude 1400
-
Banniel Kengevread Norzh Alamagn (1866-1871) ha banniel an Impalaeriezh Alaman (1871-1919)
-
Banniel Republik Weimar (1919-1933)
-
Alamagn Nazi (kenofisiel: 1933-1935)
-
Banniel Alamagn Nazi (kenofisiel: 1933-1935)
-
Banniel Alamagn Nazi (1935-1945)
-
Banniel listri Alamagn etre 1945 ha 1949
-
Banniel Republik Kevreadel Alamagn (1949-1990); Banniel Republik Demokratel Alaman (1949-1959)
-
Banniel Alamagn ar Reter (1959-1990)
-
Banniel Alamagn unanet (1990-bremañ)
-
Banniel morlu Alamagn etre 1848 ha 1867
-
Banniel morlu Alamagn etre 1903 ha 1918
-
Banniel armeoù Alamagn (Kriegsflagge) etre 1933 ha 1935
-
Banniel morlu Alamagn etre 1935 ha 1945
-
Banniel arme Republik Demokratel Alaman (1956-1990)
-
Banniel morlu Republik Demokratel Alaman (1956-1990)
-
Banniel arme Alamagn abaoe 1950
-
Banniel ar morlu abaoe 1956
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Flags of the World – Germany (saozneg)
- „Schwarz-Rot-Gold“ – Symbol der Einheit (alamaneg)
- Deutsche Flaggen, gant liammoù lec'hiennoù hag ul levrlennadur (alamaneg)
- Entstehung und Ursprung der schwarz-rot-goldenen Flagge - the Origin of the black-red-golden Flag (alamaneg ha saozneg)
- Erardo Cristoforo Rautenberg: Schwarz-Rot-Gold: Das Symbol für die nationale Identität der Deutschen!. (PDF; 2,31 MB) (alamaneg)
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |